Un nebeut a dud 'oa 'vit lidañ deiz kentañ a viz Mae
Dec'h 'oa an deiz kentañ a viz Mae. Hag evel bep bloaz 'oa bodet a-bep sort tud war ar straedoù da lidañ pe devezh al labourerien, pe gouel al labour, hervez. A-blasoù eo bet feuls 'walc'h an abadenn, met dre vras zo bet deus dibunadegoù sioul ken a oant. 'Ba Roazhon 'oa aloubet ur sinema 'pad un eurvezh gant un nebeut kantadoù a dud yaouank. Ha bet tud memes tra, daoust ma tegouezhe an emgav da sul da veure. Ar stourm 'enep da adkempenn lezenn al labour a oa e penn pep hini, hag e kreiz ar c'homzoù.
E Gwengamp 'oa un 150 bennaket a dud, diwar galv CGT, FSU, Solidaires hag FO, ha sioul an dibunadeg. Met da betra manifestiñ ur seurt devezh? Un tamm sell war blas. Gant Tudual Karluer.