Galloudoù an ensavadurioù : cheñchamant a zo gant al lezenn Notre
Get ar lezenn Notre e ta chenjamantoù da genver galloudoù pep ensavadur.
Hiziv e Pondi e oa bet pedet get Rannvro Breizh, razh an dilennidi e penn tolpadoù agglo pe kerioù ar vro da gomz ag ar feson ma vo aozet an traoù fed ag an ekonomiezh. Ne vo ket mui an tolpadoù kerioù pe EPCI é karg ag an ekonomiezh àr an dachenn mes ar Rannvro 'ni vo. Aesoc'h e vo neuze lakaat e plas pezh o deis anvet ar Glaz ekonomiezh. Mona Braz, kuzulierez Rannvro a gonta deomp pelloc'h douzh mikro Yaelle ar Mouel.