àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Peurzeskiñ bleniañ gant la Mission Locale 'ba Bro-Gerne!

Peurzeskiñ bleniañ gant la Mission Locale 'ba Bro-Gerne!

Div eurvezh ar sizhun da nebeutañ o deus un toullad tud yaouank ar chañs gellet peurzeskiñ bleniañ en ur gas an oto o vezañ evezhiet, conduite supervisée ma fell deoc'h. Mission Locale Bro Gerne a ginnig d'ar re etre 'zo 18 ha 26 un tamm sikour da dapout o mat-da-gas-karr. Ouzhpenn ar c'hentelioù bleniañ er skolioù ofisiel e vez blenierien a-youl-vat ganto ingal o frealziñ anezho ouzh ar stur. An doare skoazellañ-se a zo evit ar Mission Locale un digarez da sikour ar re yaouank da gaout labour da-skouer, pa ouezer mat eo start ober hep oto e-maez ar c'hêrioù bras. Deomp da c'houzout hiroc'h gant Jean-Yves Mell a sikour ar vlenierien yaouank div eurvezh ar sizhun. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio