Gwerzhet eo bet chapel Sant Jojep ar C'hastell 'ba Pondi
Bloaz 'zo e oa bet souezhet an holl o welet ur gemennadenn war lec'hienn Le Bon Coin o klask gwerzhañ ar chapel-mañ. Hanterkant mil euro oa goulennet. 'Bar c'hreisker emañ, e-tal skol ar C'hastell. Perc'henn war ar savadur emañ Leanezed Merc'hed Jesuz Kermaria staliet kostez Logunec'h. Pa noa Efflam Caouissin gwelet ar gemenadennadenn-mañ eo deuet ar soñj dezhañ gwarantiñ ar chapel ha ma servijo d'an Iliz. Setu m'eo bet gwerzhet ar chapel-mañ d'ar gevredigezh Oberenn Sant Jojeb evit un euro, dezho bremañ da lakaat al lec'h-mañ da vevañ. Da c'hortoz e vo ret ober labourioù da gempenn ar chapel. Pelloc'h gant Efflam Caouissin, a zo e penn ar raktres ouzh mikro Yaelle ar Mouel.