Tro Penn ar Bed ha Tro Bro Leon, div redadeg war warc'h-houarn en dibenn-sizhun-mañ
Div redadeg a-bouez 'vo dalc'het 'ba Breizh 'benn fin ar sizhun mañ. Tro Penn-ar-bed 'zo aozet kostez Kemper ha Bro-Gerne d'ar sadorn hag an devezh war lerc'h en em gavo ul lodenn vat eus ar rederien 'ba kostez Lanniliz 'vit ar redadeg Tro Bro Leon. O daou gours mañ 'zo div lodenn eus Kib Frañs war varc'houarn se 'zo kaoz 'vez gwelet rederien a-vicher a live uhel. Selaouomp Loeiz ar Rouz, eus Kerniliz, 'zo unan eus aozerien Tro Bro-Leon 'vo 'benn disul. Gant Erwan Blanchard.