Gwilioudin er ger, un dibab arvarus pa n'eo ket a-du al lezenn gant se
Muioc'h-mui a vaouezed a fell dezho gwilioudiñ er gêr pe en un aergelc'h siouloc'h eget an ospitalioù. 5 bugel d'an nebeutañ a zo ganet e Penn ar Bed dibaoe penn kentañ ar bloaz hep na vefe bet un den a-vicher war-dro. Un dibab start eo neuze evit an amiegezed liberal hag a zo stanket gant al lezennoù. Arvarus eo evit an holl emezo, ha poent eo kavout diskoulmoù.
Disul o tont e vo dalc'het un emvod gant « naitre en finistère » evit bodañ an dud a-vicher evit klask lakaat an traoù da cheñch ha kelaouiñ ar rouedad labourerien tro-dro d'an ganedigezh e Penn ar Bed.
Selaouomp Morgan Lever-Crue, amiegez anezhi.