àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

keleier 5:30 noz

keleier 5:30 noz

@@@An AEPB : Ur lec'h eskemm evit an dilennidi.@@@ Tolpiñ a ra kant bennak a zilennidi é tonet a Vreizh a-bezh a faot dezhe labourat assamb. E penn ar gevredigezh emañ Nelly Fruchard, itron maer Pleskob. Ar blez-mañ o deus chwajet digoriñ o frederi d'an holl, a-zivout tri danvez : ar lojeris hag ar sevel tier a-vremañ, perzh ar c'humunioù evit kinnig un en-dro diwyezheg d'ar re yaouank, hag an trede : an ekonomiezh sokial ha tost doh an dud. Herri Gourmelen, kuzulier rannvro a zispleg deomp hiroc'h @@@Petra eo un Ecocum?@@@ Prenañ un dachenn asambles evit sevel tier ekologel hag àr lerc'h bevañ en ur mod kenskoazell. Setu ar raktres kaset da benn get meur a familh 'zo é sevel un ekokêriadenn 'ba Loperc'hed, e-tal Brest. 'Benn miz Mae kentañ hello an annezad kentañ en em staliañ 'ba e di koad: Janet Omrod an hini eo. He mab, Ewan Andre, a zispleg deomp petra eo ur gêridaenn Ecocum. Doh mikro Erwan Blanchard @@@Ar lenn hag ar jardin.@@@ E mediaoueg an Erge-Vras, e-tal Kemper, 'zo keunniget ar miz-mañ meur a emgav e brezhoneg tro-dro an tem-se. Un diskwezadeg tresadennoù orin a zaou levr savet evit ar vugale 'zo bet staliet àr ar mangerioù ; emgavioù etre an daou dresour, Maël Verot ha Christophe Babonneau, hag ar vugale 'zo bet da heul. Pierre Mens-Pégail, a zo é karg ag an darvoud-se er levraoueg, a lar deomp hiroc'h. Doh mikro Anne Gouerou

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio