Job ar Souilh, paotr an arsanailh.
Setu anv an arvest a zo bet savet get Jean-Jacques Valy da gontiñ istoer an Arsanailh en Oriant. E-pad e vuhez micherel e oa eñ menuzer eno. A-bep seurt istoerioù, pe envorennoù en deus dastumet mod-se a-ziàr an dud, ar lesanvoù, ar labour, ar feson da veviñ. Ha lakaet neus en e soñj da reiñ stumm d'an dra-se en ur sort arvest. Berzh doa graet ar c'hetañ adadenn. Ur gwir bed eo bed an Arsanailh hag a-bouez braz e kornad an Oriant. Ehouarn Valy, mab Jean-Jacques en deus anavet an aergelc'h-mañ iwez.