Gouiet pelloc'h a-ziàr ar c'hrampouezh.
'benn disadorn 'vo gouel en Erge Vras gant Brezhonegerien Leston. Dibabet o deus izili ar gevredigezh a vro Gerne lakaat war-wel sevenadur Breizh dre ur meuz mil anavezet : ar c'hrampouezh. Stalioù a vo da zeskiñ fardañ anezho, ur genstrivadeg ivez hag abadennoù evit an holl, bras ha bihan. Deomp da c'houzout hiroc'h gant Christian Daniel ha Soazig Kosseg, izili ar gevredigezh Brezhonegerien Leston. Emaint ouzh mikro Tunvezh Gloagen deus Radio Kerne.