àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Al lenn hag ar jardin.

Al lenn hag ar jardin.

E mediaoueg an Erge-Vras, e-kichen Kemper, 'zo kinniget ar miz-mañ meur a emgav e brezhoneg tro-dro an tem-se. Tresadennoù orin eus daou levr graet evit ar vugale 'zo bet staliet war mogerioù al levraoueg ; emgavioù etre an daou dresour, Maël Verot ha Christophe Babonneau, hag ar vugale 'zo bet da heul. Pierre Mens-Pégail, a zo e karg eus an darvoud-se el levraoueg, a lar deomp hiroc'h. Deus mikro Anne Gouerou. Kendalc'h a raio programm ar vediaoueg ar sizhun-mañ, muioc'h war zu an dud deuet. Degemeret 'vo Jean-Charles Perrazi 'sames gant Angèle Jacq evit ur gozeadenn e brezhoneg ha galleg mesked diwar-benn al "liorzh sitoian"

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio