Un testeni evit ar sonerien muzik giz mozel
Ganet zo un doare diplom nevez, un testeni evit sonerien muzik giz mozel, pe modal, a hengoun pobl, pe ouiziek. Un testeni, 'ta, anezhañ ur sertifikad micher evit ar re bet e kreiz Breizh Akademi, bet ijiniet ha kaset gant Erik Marchand, diorrenet gant ar gevredigezh DROM, harpet gant rannvro Breizh. Nag a dud 'ta! A- live 3 'mañ an testeni-mañ, da lâras kement ha Bak mui daou. An eil testeni eo e Frañs evit ur stummadur war dachenn ar stummoù muzik a vremañ. Erik Marchand 'neus kaset an traoù war-raok, pelloc'h gantañ. Gant TK.