àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Get ar gevredigezh Ede Timou Yo vez sekouret get bugale Haïti.

Get ar gevredigezh Ede Timou Yo vez sekouret get bugale Haïti.

Tolpiñ a ra tud o deus advabet bugale ag an enezenn. Mes iwez tud a faot dezhe sekour gete chom er vro. Àr-lerc'h ar c'hrenndouar oa degouezhet daou vlez 'zo o doa prenet un dachenn ha lakaet en o soñj sevel un ti nevez evit lojiñ an emzivaded ha adsevel ar skol oa bet distrujet. Un hir a labour eo evit kas razh an traoù da benn. Ur feson arall da sekour gete du-hont eo paeroniñ ur c'houedur neus ur familh, ha reiñ dezhoñ an tu da vonet d'ar skol. Gwenaelle Robic a zo perzh er gevredigezh, displeg a ra deomp pelloc'h doh mikro Yaëlle ar Mouel. http://www.edetimounyo.org/

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio