àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kan ar Bobl : prest eo bugale skol Diwan Pondi !

Kan ar Bobl : prest eo bugale skol Diwan Pondi !

Tolpad diwezhañ Kan ar Bobl a vo an dibenn-sihun-mañ e Pondi. 'Benn àrc'hoazh e vo un dro vale sonet, ar c'honkour "kanit 'ta bugale" pe trofe Polig Monjarret evit ar re yaouank hag ur festnoz get loreidi ar blez paset. 'Benn disul e vo deiz braz ar gourfenn ba meur a rummad : kan a-boz, kan da zañsal, kontadennoù, strolladoù, kan ha muzik pe skolioù. Ugent klasad a zo bet dibabet e pep korn ar vro da zonet d'ar gourfenn. En o mesk bugale ketañ derez skol Diwan Pondi, tapet ar priz ketañ gete àrlané. Bet eo Yaelle ar Mouel er skol ar mitin-mañ. Setu Gaidig, Klervi ha Maelis, hag a vo é kas ar sonenn.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio