àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Penaos gwellaat hor gwel ?@@@ Setu tem ar brezegenn vo kinniget fenoz da 8 eur 30 e Logunec'h. Kaset 'vo da benn gant Danièle Cesbron a zo psikoterapeute hag a labour gant ar metod Bates, da lâret eo ur seurt « yoga an daoulagad ». Nolwen Petit-bon a zispleg a ra deomp hiroc'h wàr an danvez-mañ deus mikro Yaëlle ar Mouel. Amañ @@@Evned ar c'hoadoù@@@ Fenoz 'vo ur brezegenn diwar-benn evned ar c'hoadoù hag ar c'hleuzioù e Plouizi, 'kichen Gwengamp. Gant al levraoueg hag ar gumun eo savet, asambles gant ar gevredigezh «war-dro an natur» a Sant Laorañs-Bear. Jakez Lintanf zo o kemer perzh en aozañ gant «war-dro an natur». Lâret 'ra pelloc'h deomp deus mikro Tugdual Karluer. @@@Foot : reuz 'ba Plabenneg@@@ Fuloret mat eo renerien Stad Plabennecois d'ar mare mañ. Nebeutoc'h nebetañ a dachennoù pleustriñ 'neunt da lakaat o skipailhoù da c'hoari foot. Ha nevez 'zo 'neunt dizoloet 'vije implijet unan eus an tachennoù da sevel ur sal sport. Neuze e rank renerien Stad Plabenncois kavout diskouloù lec'h all. Herve Foll ouzh mikro Erwan Blanchard.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio