àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

En arvar emañ an embregerezh transportoù Le Divenah staliet e Pleuigner

En arvar emañ an embregerezh transportoù Le Divenah staliet e Pleuigner

D'ar 1añ a viz Meurzh paset en doa an embregerezh kollet ar marc'had publik d'ober àr-dro transportiñ ar vugale d'ar skol etre Baod hag an Alre. An deviz oa bet kemeret get dilennidi ar c'huzul departamant, hag o deus kavet gwell reiñ ar garg-mañ d'ar stal Keolis. Un embregerezh braz, ouzhpenn 60 000 enni hag a zo é penn meur a rouedad transport e kerioù braz èl Roazhon pe Naned. Sevel a ra tud ti Le Divenah enep an deviz-mañ ha n'eo ket reizh da-genver kalite ar servij emezont. Ur rekour o deus kaset d'an tribunal melestradurel e Roazhon. Da c'hortoz diviz ar varnerion e c'houlenna ar patron David Le Divenah ma ne vo ket lakaet ar marc'had nevez da dalvezout 'benn miz gwengoloñ. Disadorn o doa 500 a dud en em vodet da souten an emberegezh hag ar 35 gobrad. En o mesk e oa Guigner an Henanff, maer kozh Pleuigner. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio