àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Kamelia «domaine de la roche Jagu»@@@ Deiz kentañ miz c'hwevrer 'oa bet badezet ur rumm kamelia nevez, «domaine de la roche Jagu» e anv. Get Fañch Ar Bihan, a Blouizi, eo bet ijinet, meur a vlez zo dija. Hemañ 'neus savet ur liorzhad kamelia, etre pemp mil ha dek mil plantenn ennañ, stert eo lâret, e Plouizi end-eeun, daet da vout un dastumad referañs er bed a-bezh, e-mesk seizh liorzh ha tregont dre ar bed a-bezh. Lâret 'ra deomp 'neus bet ijinet rummadoù kamelia arall hag anvioù brezhonek dezhe, mar plij. Fañch ar Bihan aterset get Tudual Karluer. An atersenn @@@Komz brezhoneg get ar vugale.@@@ Setu pal ur staj keunniget get Kerlenn Sten Kidna d'an dud deus skoliataet o bugale en un hentenn ziwyezheg. An eil gwezh eo ma vo kaset da benn ur staj a-seurt-se gete. Berzh neus graet ur wezh c'hoazh ker leun eo dija. Kentelioù div euriad anezhe vo durant tri sadorn. Krog a ray an traoù 'benn disadorn just a-walc'h. Selaouamp doh Olier Berson a laboura e Kerlenn Sten Kidna

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio