Peseurt liamm etre bed ar peskerezh hag an ONGoù?
Lañset eo 8vet festival filmoù "Pêcheurs du Monde" e korn-bro an Oriant.
E-mesk get an hanterkant film a zo da zijolein emañ "Océans, la voix des invisibles" sevenet get Mathilde Jounot. Un teulfilm a glask diskweziñ ar liammoù tost a-walc'h a vez etre pennoù braz ar peskerezh dre ar bed èl er Gomision Europa ha lod ONG-où brudet ha penaos e c'hell o obererezh gober gaou doc'h ar beskerezh dre vraz. Ur film politikel-tre hag a vo bannet 'benn àrc'hoazh dimerc'her ha 'benn diriaou. Gouiamp pelloc'h get Alain Le Sann, prezidant ar festival, aterset get Yaelle ar Mouel.