àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lec'h kavadenn ekologel : ul lec'h nevez da zizoloiñ e Sant Wazeg

Lec'h kavadenn ekologel : ul lec'h nevez da zizoloiñ e Sant Wazeg

A-hed an dibenn-sizhun e oa dalc''het ar saloñs "Echappées Breizh" e Gwened. Eno e vez lakaet war-wel oberezhioù liammet gant an douristelezh hag an natur. An digarez oa da zijoloiñ an "Easy Bed Car" da skouer, ur gwele pleg-dibleg hag a vez staliet e-barzh un oto 'benn kousket enni. An natur a zesach ur bern touristed er vro, war an aodoù 'vel-just met muioc'h mui e-kreiz ar vro ivez. Deuet e oa Padrig ar Goarnig deus Sant Wazeg da ginnig e raktres nevez, anvet "Lec'h Kavadenn Ekologel" ma c'hello an dud dont da zeskiñ traoù a-bep seurt diwar-benn ar sevel tier pe al liorzhañ mod ekologel. Hiroc'h gantañ ouzh mikro Yaelle ar Mouel. Dorioù "Lec'h kavadenn ekologel" a vo digoret 'benn fin Mae e Sant Gwazeg.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio