àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Komz brezhoneg d'e vugale vez ket aes bemdez : kafe flappin e Douarnenez disul

Komz brezhoneg d'e vugale vez ket aes bemdez : kafe flappin e Douarnenez disul

« Komz brezhoneg d'e vugale 'vez ket aes bemdez », setu temp ar c'hafe flapiñ a vo aozet 'benn disul e Douarnenez. Hiziv an deiz e chom ar brezhoneg yezh ar skol ha n'eo ket hini ar familh. Ganet 'oa ar soñj gant Katell Chantreau neuze da lakaat eskemm en-dro d'an daol kerent brezhonegerien da welet o zarempred gant ar yezh da-geñver o vugale. Pep hini a c'hello kavout e lod, ar re a ra gant ar brezhoneg er gêr, ar re na reont ket koulz hag ar re ha n'o deus ket graet o soñj c'hoazh. Selaouomp hiroc'h gant Katell Chantreau ouzh mikro Katell Uguen. Emgav disul da 4e e preti ar Glacier er Rozveur e Douarnenez. Digor eo d'an holl vrezhonegerien. Baby-sitters brezhonek a vo evit ober war-dro d'ar vugale.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio