àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Klask a ra aerborzh Kemper chom efedus

Klask a ra aerborzh Kemper chom efedus

Ar mintin-man e oa pedet ar gazetennerien da deurel ur sell ouzh aerborzh Kemper. Ar savadur e Pluguen, perc'hennet gant kuzul rannvro Breizh a zo meret dibaoe 1997 gant Air France. Ouzhpenn d'ar mont ha doniou a c'heller ober bemdez da Bariz e c'heller ivez mont da Gorika dre ar stal Hop! perzh deus Air France ha da Londrez gant un izembregerezh deus British Airways. E penn-kentan ar miz eo bet digoret en-dro preti aerborzh Kemper, pa ne oa ket mui dibaoe fin ar bloaz paseet. Ur sin vat neuze evit padusted al lec'h, daoust ma zo bet 11% nebeutoc'h a dud o vont gant ar c'hirri-nij warlene. Muioc'h a zisplegadennou gant Katell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio