àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

50 000 a dud enep d'ar raktres aerborzh.

50 000 a dud enep d'ar raktres aerborzh.

Ar vanifestadeg vrasañ abaoe zo deus ar stourm 'enep d'ar raktres aerborzh e Kernitron al Lann. Ur morad a dud a oa disadorn war an hent bras, war vord an dachenn ma vefe staget gant al labourioù. Un taol kaer evit ar stourm 'enep d'an aerborzh, hag evit souten an dud a vefe skarzhet diwar o douaroù 'benn miz Meurzh, diwar diviz al lez-varn. Evit an aozerien e tiskwel pegen kreñv eo an enebiezh d'ar raktres aerborzh, ha kalz pelloc'h evit departamant al Liger atlantel. Just 'walc'h eo nac'het mennozh ar referendum, a vefe graet en Liger atlantel hepken. E gwirionez, eo nac'het ivez deus tu difennerien ar raktres aerborzh. Selaouomp soñj un toullad manifesterien, deus mikro Tugdual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio