Un hentenn divyezhek 'vo digoret 'ba lise Al likez 'ba Kemper!
'Benn an distro-skol kentañ e vo digoret un hentenn divyezhek e skolaj prevez Al Likez-Sant Youenn e Kemper. 'Benn diriaoù e vo un emvod publik da 6e noz da dud ar vugale da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar raktres pedagogel. Deomp da c'houzout hiroc'h gant Roland Martot, e karg eus ar brezhoneg evit an eil derez en deskadurezh katolik e Penn ar Bed. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.