Nac'haet eo kinnig Pol Molac war ar brezhoneg gant parlamantourien Frañs!
Gant 60 kevredigezh pe aozadur zo bet kaset ul lizher da holl barlamantourien Vreizh, forzh pehini 'vefe o strolllad politikel, da c'hoûl gante ober o seizh gwellañ da sevel un danvez lezenn da difenn ar brezhoneg, hag an holl yezhoù all e Frañs. Da-heul ur respont nac'h da ginnig ar c'hannad Paul Molac eo bet savet. Gant Diwan ha Stumdi eo bet lañset ar soñj. Stéphanie Stoll eo prezidantez Diwan, pelloc'h ganti. Deus mikro Tudual Karluer.