àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Enkadenn al labour-douar: sell Confederation Paysanne gant Yvon Cras

Enkadenn al labour-douar: sell Confederation Paysanne gant Yvon Cras

Ur sizhunvezh a fulor gant ar beizanted 'zo war an echu. Stanket an hentoù bras 'ba pevar c'horn ar vro gant peizanted Breizh diwar galv FDSEA ha JA: goulenn prizioù dereat evit o marc'hadourezh ha bevañ diwar o labour eo pezh 'neunt goulennet a-hed ar sizhun. Kostez Benac'h, Gwengamp, Lannuon, Kemperle, Brest, Landerne, kostez Pondi ha 'ba reter Breizh 'zo bet stanket hentoù. Met 'kerzh fin ar sizhun 'vo an ehan 'ba stourm ar beizanted: aet int goude merenn eus an RN 12 e Plounevez-Moedec 'ba aodoù-an-Arvor , eus an RN 165 kostez Arzal 'ba Morbihan. Bremañ e ranker kempenn an hentoù 'vit ma 'vije posubl mont-dont en-dro gant hentoù Breizh. Ar manifestadegoù mañ 'neunt lakaet ar vinistred divizout chom hep dont da Vreizh: Stephane Le Foll dec'h 'ba Roazhon lec'h 'ma 'oa aozet un emvod gant ar beizanted 'ba prefeti Breizh. Hudu 'oa pedet Myriam El Khomri, ministrez al labour, da zont da igoriñ ar Foromap, ur saloñs 'vit an deskadurezh a bep eil. 'Benn sizhun all 'vo oberennoù all kaset da benn gant ar beizanted ouzh ar gourc'hamadoù ar wech mañ. Klevet 'eo bet al labourerien-douar 'zo gant ar sindikad FDSEA kentoc'h a-du gant ur sistem labour-douar boutin 'zo en dañjer da vont diwar wel. Peseurt mod eo gwelet o oberennoù gant peizanted 'neunt graet un dibab produiñ all. Selaouomp Yvon Cras, ezel eus Confederation Paysanne hag ezel eus Kambr al labour-douar e Penn-ar-Bed.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio