àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Manifesterezh enep trouz ar BAN e Landi.@@@ Un hanter kant bennaket a vanifestourien 'deus stanket ar pevar "entreé" evit mont e-barzh ar von-aerborel (BAN) a Landi. Da 4 eur deus en em gavet bremaik 'vit ur "manif commando": daouzek traktour leun o c'harrigel anezhe deus skuilhet douar dirak ar porrastelloù bras, porrastelloù ar BAN 'zo war ar parrezioù 'vel Bodilis, Sant-Servez, Sant-Derc'hen, Gwikar ha Gwineventer. Arru eo skuizh an dud 'zo é chom tro dro da von arerborel get trouz ar c'hirri-nij 'zo kreñvoc'h kreñvañ. Un trouz c'hell mont betek 100 décibels, e-tal n'eo ket ken kreñv an trouz 'zo 'ba Roissy get dek décibels ha tri-ugent. E penn kentañ ar miz mañ 'doa gwelet, ar re 'zo penn ar gevredigezh "Les Riverains de la base", pennoù-bras ar von aerborel evit lakaat ar gaoz war ar gudenn: disoc'h ebet. Selaouomp bremañ Loeiz Elegoët, prezidant ar gevredigezh "les Riverains de la base". Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard 'oa war blas bremaik @@@Petra oa waet an arme gall d'ober d'an Aljeri ?@@@ Fonnapl-tre, e nandek kant c'hwec'h hag hanterkant (1956), en doa bet ar soudard yaouank Roger Le Page ar santimant ne oa ket ur brezel reizh. An aljerianed oa èl ar resistanted e Bro Frañs un nebeut bleadoù a-raok... Hanter kant vlez goude sinadur an emglevioù 'ba Evian, 50 vlez goude fin ar brezel e chom resis ha bev évorennoù Roger Le Page. Doh mikro Anne Gouerou @@@Ur brezegenn diwar-benn an divyezhegezh.@@@ Get Gilbert Dalgalian 'vo kaset da-benn. Aozet eo ar brezegenn da-geñver ar raktres da sevel ur c'hlas divyezhek e skol bublik Kallag. Un nebeut displegadennoù a ra deomp Guillaume Morin, ag ofis ar brezhoneg, aterset get Yann Ber Gwiader, e RKB. Amañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio