àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dilennidi ar vro kengred get ar labourerion douar.

Dilennidi ar vro kengred get ar labourerion douar.

1500 a dud e oa disadorn en dolpadenn savet e Loudieg diàr-youl komiteoù tud dilennet e Breizh. En o mesk e oa ur bochad maered, kuzulierion departamant, kuzulierion rannvro pe kannaded er vodadeg vroadel. An holl anezhe é c'houlenn ma vo gwarantaet ar labour-douar er vro. Roet eo bet ar gaoz da veur a zilennad ha d'an holl sindikadoù peizanted. Meur a dra vo kaset da benn gete bremañ èl monet da welet Phil Hogan, é karg ag ar labour-douar e komision europa. Mes moaien zo krogiñ tostoc'h doc'homp en ur lakaat boued graet er vro er c'hantinennoù pe savadurioù meret get ar strollegezhoù lec'hel. Kement-mañ vez graet dija e Poullaouen. Selaouamp Didier Goubil, maer ar gumun. Goude e klevimp Paul Molac, kannad ha kuzulier rannvro.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio