Emglev bro an Oriant : 10 000 euro nebeutoc'h get an ti-kêr.
Digresket eo bet ar yalc'had roet get ti-kêr an Oriant da Emglev bro an Oriant.
10 000 euro nebeutoc'h diàr an 30 000 a reseve ar gengevredigezh ingal. Doc'h tu stourmerion sevenadur Breizh ne gomprener ket perak ha dreist-holl penaos eo bet graet an traoù get an ti-kêr. Hrevez Emmanuel Wiliamson, dilennet e-karg ag ar sevenadur e ti-kêr an Oriant e vehe d'an tolpad kêrioù da argantiñ an emglev bro ker e vez graet traoù pelloc'h evit kêr an Oriant. Un dra goulennet pell 'zo get ar genveredad iwez mes dibosulp ker chomet an tier-kêr é karg ag ar sevenadur eno. Gouiamp pelloc'h get Annaig Lukas, tenzorerez Emglev bro an Oriant.