Fest-noz DiReizh : cheñch boazioù darempredoù er festoù noz.
Boazioù darempredoù etre paotred ha merc'hed, diwar an hengoun, er mod dañsal da skouer. Cheñch doareoù ober na vêr ket o soñjal enne ken hag a degas kemm etre an dud. Sed amañ pal ar fest noz DiReizh a vo dalc'het 'benn disadorn e S. Riwal e menez Are. Ouzhpenn ur fest-noz 'vo aozet atalieroù eskemm adalek 2e goude merenn, standoù kevredigezhioù difenn gwirioù ar merc'hed 'vo ivez, hag ur brezegenn diwar-benn plas ar merc'hed war al leurenn e bed an arvestoù. Ne oa bet met 8 % a verc'hed war al leurennoù e 2014/2015.
'Keit ma vez kistion alies deus ingalded etre paotred ha merc'hed er gevredigezh dre vras eo brav gwelet en fetis penaos emañ tost dimp. Pelloc'h gant Loeiza, zo 'touesk an aozerezed hag aozerien. Gant Tugdual Karluer.