War galetaat 'h a ar manifestadegoù gant al labourerien-douar a bep tu
Kalz a distruj zo bet e meur a blas, evel e Pondi, pe Landerne. Da-gaout ar stalioù bras 'maint o sevel evit ar sizhun, evel 'oa bet prometet. Evit ar beure int aet deus grignolaj diaz Lidl e Plouvagor, 'kichen Gwengamp, goude bezañ bet promesaoù war baper. Dec''h d'abardaez noz 'oa bet roet keloù d'ar vanifesterien ma oa ur refere da skarzhañ anê ha ne oant ket e-sell da derc''hel penn, re vihan an dud evit se. Un emvod 'oa bet graet etre dileuridi ha pennoù bras ar rouedad Lidl e Pariz, dre vurzhud an teknikoù nevez, dec''h goude merenn. Plaen ha seder ar gaoz, met pelloc''h evit komzoù e felle d'ar vanifesterien kaout testeni deus ar promesaoù bet graet, war baper. Yvon Boutier zo dilennet e kambr labour douar Aodoù An Arvor en anv an FDSEA, pelloc''h gantañ, en ur dont 'maez an emvod dec'h da noz. Gant Tudual Karluer.