àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Direct-Energie-Siemens 'ba Landi 'vit ar Greizenn@@@ Gant ///Ti-kêr Landivizio/// ha Kumuniezh Kumunioù Bro-Landi 'oa aozet un emvod da ginnig an embregerezh a savo ar greizenn d'ober tredan gant gaz, unan eus lodennoù Pakt Tredan Breizh. Ur c'honsortium kentoc'h da laret eo Direct Energie-Siemens. Diskouezh eo a-bouezh an uzin, propr ha net 'vit an en-dro eo ar pezh fell d'an holl lakaat 'ba penn an dud 'bar vro. Votet tost a-unvouezh gant kumuniezh kumunioù Landi 'oa 'vit degemer an uzin d'ober tredan. Selaouomp ///Jean-Pierre Breton///, eil pdt ar gumuniezh ha maer Sizun. Gant ///Erwan Blanchard./// Selaouit ar pennad-kaoz @@@Kentañ emvod european an adlec'hiañ oa savet hiziv en Oriant get Produet e Breizh@@@ Abaoe tost ugent vlez bremañ e laboura ar gevredigezh-mañ evit diwhenn an traoù graet er vro. Lakaet eo bet ar gaoz àr ar liamm etre an adlerc'hiañ hag an enkadenn ekonomikel. Selaouamp doh ///Fleur-Anne Reveillère/// a laboura e ///Produet e Breizh/// bar lodenn sevenadur, doh mikro ///Yaëlle ar Mouel./// Selaouit ar pennad-kaoz @@@Ur gartenn nevez a zo e Breizh evit an dud da veajiñ barzh transportoù disheñvel@@@ Beajiñ hep bout rediet da brenañ bilhedoù disheñvel. ///KorriGo/// eo anv ar gartenn velen-se, ha roet oa bet lañs dezhi e Roazhon, da gentañ, e 2006. Met ar rannvro ha lod eus an departamantoù ha kerioù e Breizh 'n eus kenlabouret gant an ///SNCF/// evit diorren ar rouedad. ///Gérard Lahellec///, eil-prezidant ar rannvro e karg eus an transportoù, a oa ba ti-gar Kemper dimerc'her evit brudañ ha displegañ ar servij nevez-se. Gant ///Anne Gouerou./// Selaouit ar pennad-kaoz

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio