àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Beliers

Beliers

SIN-160205-BELIERS.docx BÉLIERS Ur film sevenet gant : Grímur Hákonarson (2015). Gant : SigurÒur Sigurjónsson, Theodor Juliusson, Charlotte Bøving (1e33). Ar film izlandeg-mañ, Béliers, hor boa choazet evid hon pederved abadenn sine-kleub en Alræ. Ha chomet e oa pewarzeg den evid debatal goude diwar-benn buhez ar beizanted ag an enezenn vihan-se, dianav a-walc'h daoust mar n'eo ket ar vro en tu arall ag ar bed. An tu dimp da gaoud un tañva ag ar yezh izlandeg, diaez mat da intent memestra. Ha pandeogwir eh omp ganti, un damsell war an enezenn-se, muioc'h-mui a dud é voned d'he gweladenniñ, douzh a seblant. Tud zo eno a-c'houde ar bloazioù 700. Tud daet ag an Europ, daoust d'an enezenn boud etre Amerika hag Europa. Teir gwezh brasoc'h eged Breizh eo, mez ne gonter nemed 300000 den bennag é vevañ eno. Komz a raont oll izlandeg, yezh ofisiel bremañ, mez saozneg ha daneg ive, evid an tri c'hard ag an dud. Ema ar c'hêrioù war bord ar mor, kentoc'h er c'hreisteiz, gant ar gêrbenn Reykjavik, ouzhpenn an hanter ag ar boblañs é chom e-barzh honnañ. Ur vro rust eo evel-just, a-gaoz d'an hinad kaled, mez ive abalamour d'ar menezioù-tan stank ha béw c'hoazh, ouzhpenn kant anezhe. E 1783 en doa ezvlosket unan, ar volkan Laki, ha lazhet an hanter ag ar loened hag ur bern tud da-heul. Soñj hon eus dalc'het kredabl a zidarzhadenn an Eyjaföll e 2010. Gras da c'hremm naturel (energiezh an izdouar ha heni ar stêrioù) e c'hell an enezenn produañ tredan helaezh, tredan "prop" ha daet eo da benn a lakaad embregennoù estren zo da zoned eno da labourad (uzinioù aluminiom, da skwer). A-hend-arall e tenn an enezenn he boued ag ar pesketaerezh dreist-oll hag ar labour-douar ive. A-drugarez d'ar mammennoù toemm eh eus bet savet leun a serrdïoù lec'h ma vez gounidet legumaj ha frouezh. Ha tra souezhuz : ema an Izland bremañ kentañ bro an Europ evid produañ... banan ! Pa oa an tri c'hard ag an dud é vevañ diwar ar maez e 1900 ne chom hiziw nemed 4% a beizanted. Ha deuz ar bed-se e komz ar film. Ag ar beizanted é chom e tachadoù paour ha didud an enezenn, é tesav deñved, staget douzh o loened evel m'emaint douzh o douaroù treud. Ur film interesuz eo e meur a geñver. Ouzhpenn kleved ar yezh e ro dimp da zizoloiñ (un tammig) maezadoù ar vro, d'an hañv ha d'ar gouiañv, da weled penaoz eh a ar vuhez war-raog gant tud ar maezoù, etre kengred ha gwarizi, penaoz eh a an traoù ive etre peizanted ha tud a gêr, dreist-oll pa vez ar re-mañ tegnisianed ar servijoù yec'hed. Rag hanw zo amañ ag ur c'hleñved dibardon kouezhet war ar loened muiañ kavet er vro : an deñved just a-walc'h. Tem kreiz ar film zo an enebiezh a zo etre daou vreur waet war an oad un tammig, o daou desaverion deñved, mez o daou fachet a-c'houde degadoù, hag o daou é chom er memez kêriadenn nawazh, ha n'eus ket kant metr etre o daou di-feurm. Gant ar fachoni-se e vez ampouezonet ar vuhez etreze evel-just, mez bevañ a raont memestra, rag gellet o deus lakaad un hobregon war o speredoù ha fesonoù d'ober o deus savet evid kenvevañ memestra. Selloù a-dreuz, jestoù dibaot, ober gant amiapted ar c'hi hag a c'hell boud "paotr ar lizherioù" etreze da beb an amzer. Krogiñ a ra an istoer gant ar c'hoñkour savet er c'hornad evid gouied gant piw eh eus bet desavet ar maout gwellañ. Pa ya ar "maout" gant unan ag an daou vreur e sant an arall e galon é pikañ en e askre. Mez ar pezh a lakay an traoù da gemm zo ar c'hleñved-se daet d'ober e reuz er vro : ar c'hrenerezh, krenerezh an deñved, hag a spont an desaverion, a-gaoz ma ranker lazhañ an oll loened evid doned da benn ag ar virus. Ur meulgan d'an dud-sen eo ar film, a ra vad dimp, ni tud ar c'hêrioù braz pa brasoc'h, ankouaet ganimp marse petra oa ha petra eo c'hoazh ar vuhez war ar maezoù, gant tud stard evite ar liamm gant an douar, ar liamm etreze, daoust da santimantoù kontrel meur a wezh. Ur braw a film, yein ha tomm war-un-dro. Jean-Claude Le Ruyet.20160205b.156E.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio