Ur c'hollok e Brest diwwar-benn an takadoù gleb
A-hed ar sizhun eo lakaet war wel an takadoù gleb 'ba Penn-ar-Bed ha dec'h 'oa lidet an devezh bedel goustelet d'al lec'hioù mañ. Dindan meur a stumm e kaver tachennoù 'mod se: stangoù, lennoù, foenneier ha kement 'zo. Gwareziñ 'nezho ranker ober evel just. Met ar goulenn 'zo savet 'kerzh ar c'hollok 'zo dalc'het 'ba Oceanopolis 'ba Brest, hudu ha warc'hoazh, eo: "Daoust hag eñ 'ranker adkempenn an natur ur wech eo distrujet, dre skouerioù an takadoù gleb?" Selaouomp Nicolas Loncle, 'zo kargad a gefridi Natura 2000 'ba Gwiseni. Kemer perzh 'ar 'ban daou devezh kollok mañ.