Devezh etrevroadel an tachennoù gleb.
'benn àrc'hazh e vo lidet devezh etrevroadel an tachennoù gleb.
Kement-mañ evit kelaouiñ an dud àr an tachennoù ispisial-se hag a zo pinvidik-tre da-genver ar loened hag ar plantoù. En Europa hag e Frañs eo waet ur bochad tachennoù seurt-se da get. hag hiziv an deiz e chom stert an traoù evit o gwarantiñ. E Pleuigner e-tal an Alre eh eus 900 hektar a dachennoù gleb diàr an 8300 hektar a zo er barrez. Un dro-vale oa savet eno disadorn d'enderv get Dour ha Sterioù Breizh da c'houiet pelloc'h àr ar lec'hioù gleb ha penaos e vez graet àr o zro.
Jean-Paul Runigo, ezel ar gevredigezh a zispleg deomp pelloc'h douzh mikro Yaelle ar Mouel.