àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Dédé l'abeillaud war ar renk ar prezidant@@@ Sur eo ha n'eo ket marteze 'vo ket dilennet ///Dédé l'abeillaud/// prezidant Republic Bro-C'hall d'ar 6 a viz Mae kentañ! Dédé l'abeillaud: un danvez dilennad gwisket "ez-ofisiel" stumm ur wenannenn! Met memestra 'fell d'ar Plougastel ///David Derrien,/// e anv gwir, diskouezh e stourm hag hini ar wennanerien d'an holl dre implij ar c'hampagn. Peseurt mod eo deuet ar soñj mont war ra renk? Dédé l'abeillaud, ouzh mikro ///Erwan Blanchard./// Selaouit ar pennad-kaoz @@@Cheñch doare da dibab al lostajoù 'benn 'vo efedusoc'h an tretiñ anezhe@@@ Betek-hen 'vez ret lakaat plastik, kartoñs, ha daou sort plastik hepken ba'r seier melen. Gant eco-emballages, a ra war-dro d'an dibab lostajoù, zo klasket dont 'benn da dibab an holl danvezioù plastik hiviziken, 'benn 'vo nebeutoc'h a lostajoù da zeviñ. Evit ar bloaz zo graet esaeoù a-blasoù e Frañs, diwar bevar milion a dud. Strollegezhioù lec'hel o deus roet da c'hoût bezañ prest da genlabourat gant eco-emballages 'benn ober taolioù-esae, kumuniezh kumunioù kreiz Breizh en o mesk. ///Jean-Yves Philippe///, prezidant ar gumuniezh kumunioù, ar CCKB, a lâr deomp pelloc'h. Gant ///Tudual Karluer./// Selaouit ar pennad-kaoz @@@Ur garta hag ul levrig evit an deskadurezh kristen divyezhek@@@ Ouzhpenn mil seizh kant bugel ha krennard 'zo skoliataet en deskadurezh divyezhek katolik e Penn ar Bed. Mui kant ar bloaz-mañ. Mui pevar c'hant e 4 bloaz ! Pell omp deus ar pasioù kentañ a oa bet graet ugent vloaz 'zo. Skiant prenet tapet gant an hentenn. Poent oa lakaat an dra-se war ar paper. Graet eo. Skrivet 'zo bet ur garta hag embannet ul levrig da heul gant hag evit ar gelennerien diyezhek. ///Charlez Andreo,/// e karg eus ar brezhoneg en eil derez katolik n'eus displeget hiroc'h da ///Anne Gouerou./// Selaouit ar pennad-kaoz

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio