àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Divizet gant ar varnerien skarzhañ annezidi ar ZAD 'ba Kernitron!

Divizet gant ar varnerien skarzhañ annezidi ar ZAD 'ba Kernitron!

Raktres aerborzh e Kernitron al Lann. Dec'h 'oa bet roet ar varnadenn er prosez etre Vinci hag an annezidi diwezhañ war dachenn ar ZAD. Hag evel 'oa gortozet zo bet divizet skarzhañ an dud deus o ziez ha douaroù. Met ne vo ket lakaet an dud da baeañ evit an dale. Implij bras 'ra difennerien ar raktres deus mediaioù zo abaoe, oc'h embann eo bet graet pep tra hervez lezenn, hag e rank bezañ sentet ouzh al lezenn. Daoust d'ar varnadenn n'houl ket an 11 familh diwezhañ mont kuit, na skarzhañ ar menajoù. Willem Doedens zo o labourat en ur menaj 'vefe da vezañ skarzhet. Lâret 'ra deomp penaos 'tro an traoù e Kernitron bremañ. Gant Tugdual Karluer. D'ar 27 a viz C'hwevrer zo galvet da vanifestiñ dre-holl 'enep d'an aerborzh adarre.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio