Manifestadegoù e Kemper.
Manifestet 'zo bet graet disadorn e Kemper. Deus un tu deus ar stêr Oded e oa bodet kazi mil a dud diwar galv ar bodad enepfaskour a vro Kemper. Deus an tu all, plasenn ar Resistañs e oa ur c'hant bennak a izili deus ar bodad Adsav o reiñ da c'houzout o enebiezh d'an embroidi. E penn-kentañ an abardevezh ha dindan ar glav-bil en eus ar bodad enepfaskour embannet e c'hoant da welet Breizh « kengred » ha « doujus » ha galvet eo bet an dud da stourm 'enep d'ar gwennelouriezh ha d'an tu-dehoù pellañ. Er penn all e veze klevet Adsav o sevel a-enep d'ar repuidi ha d'an embroidi bet degemeret nevez 'zo e Fouen pe c'hoazh e Pleiben. Niverusoc'h eo bet neuze an enep-faskourien e Kemper disadorn, o vodañ strolladoù politikel deus an tu-kleiz, met ivez Lig Gwirioù Mab Den, Attac, ar bodad evit ar peoc'h pe c'hoazh feministed Gast!.
Nac'het o deus stourmerien Adsav reiñ o soñj deomp, selaouomp neuze Yves Jardin, stourmer evit ar peoc'h dre ar bed ha Tangi Louarn, ezel eus Lig Gwirioù Mab Den ha Kevre Breizh. Emaint ouzh mikro Katell Uguen.