Kampionad Breizh cross country : Ur plac'h yaouank deus Laniliz plaset mat
Muioc'h 'vit 2000 reder 'vo o c'haloupat 'ba Brest 'benn disul da geñver kampionad Breizh kross kountri. Evel just 'vo gwelet pennoù meur ar c'hross-kountri 'ba Breizh evel Sandra Levenez eus Karaez ha Benoit Nicolas eus Brest. Met Liza Gueganton, eus klub Lanniliz "Souffle des abers", 'vo da heuliañ 'ba rummad merc'hed "benjamines". Unan eus ar re wellañ 'bar vro eo Liza,, selaouomp 'nezhi o kontañ deomp gant peseurt tem spered emañ un nebeut devezhioù araok ar redadeg.