àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

keleier 5:30

keleier 5:30

@@@Lañset eo ar stourm a-enep ar greizenn d'ober tredan get gaz.@@@ Staliet 'vo 'ba Landi, setu pezh 'oa divizet ar sizhun dremenet get ministr an industriezh 'ba Bro-C'hall, Eric Besson. Digwener noz 'oa dalc'het un emvod bras evit displegiñ da dud ar vro petra eo ar greizenn mañ. Savet 'oa get tud Gaspare. Leun 'oa ar sal 'oa prestet d'ar stourmerion : àr dro 300 a dud. An deiz àr lerc'h 'oa e-leizh a dud àr ar straedoù 'ba kêr Landi iwez. 1000 den deus dibunet evit manifestiñ a-enep ar Greizenn. Met digwener 'oa un tamm ankeniet lod tud get ar fed n'o doa ket klasket fiñval an dud 'ba Landi c'hoazh. Selaouomp doh Fañch Uguen ha Goulven Thomin doa kemeret perzh 'ban emvod digwener. Ur reportaj get Erwan Blanchard @@@"Eurofonik" : ur festival nevez a vo dalc'het evit ar wezh kentañ en Naoned.@@@ Kalz a sonadegoù a vo dre gêr Naoned get muzisianed é tonet a vaezbro hag a Vreizh ivez. 11 euriad sonerezh hep ehan erbet : Flamenko, muzik bro Iwerzhon, bro Italia, bro Sued, bro Breizh, sonerezh Tzigan pe c'hoazh Fado. Klevet e vo 150 arzour a 15 bro disheñvel en holl. Standoù luderien, filmoù, diskouezadegoù, prezegennoù ha divizoù zo ivez war programm ar gouel Eurofonik. Ar ganerez ha sonerez piano Faustine Audebert vo get he strollad nevez flamm "Sin Antesia", àr unan a leurennoù Eurofonik . Reskont a ra da goulennoù Gael Morin a Radio Kerne. Amañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio