àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Eurofonik : ur festival nevez en Naoned

Eurofonik : ur festival nevez en Naoned

"Eurofonik" 'zo anv ur festival nevez a vo dalc'het evit ar wech kentañ en Naoned d'ar sadorn 31 a viz Meurzh. Kalz sonadegoù a vo dre kêr Naoned gant muzisianed o tont eus an estrenvro ha eus Breizh ivez. 11 eurvezh a sonerezh non stop : Flamenko, muizik bro Iwerzhon, bro Italia, bro Sued, bro Breizh, sonerezh Tzigan pe c'hoazh Fado. 150 arzour o tont eus 15 bro disheñvel en holl. Standoù luderien, filmoù, diskouezadegoù, prezegennoù ha divizoù zo ivez war programm ar gouel Eurofonik. Ar ganerez ha c'hoarierez piano Faustine Audebert a dremeno, gant he strollad nevez flamm "Sin Antesia", war un' eus leurennoù Eurofonik . Respont a ra da goulennoù Gael Morin eus Radio Kerne.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio