àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Le grand partage

Le grand partage

SIN-160114-LE GRAND PARTAGE.docx LE GRAND PARTAGE Ur film sevenet gant : Alexandra Leclère (2015). Gant : Karin Viard, Josiane Balasko, Didier Bourdon, Valérie Bonneton (1e46). N'heller ket lâred ema ar film-mañ unan pouezuz-braz a-fed arz sinematografeg. Mez interesuz eo memestra dre an danvez a ya d'ober steuñvenn an istoer. Partajiñ, rannañ ar madoù, setu aze ur sujed ag ar re bennañ, en ur bed hag a voug dindan niver an traoù produet, dindan ar re a vadoù evid lod pa ra diouver an traoù diazez da lod arall. Rannañ, mad, kudenn ebed... adal ma komzer a rannañ madoù an nesañ ! Mez pa vez hanw a rannañ hon madoù-ni hon-hunan gant an nesañ, arsa, setu n'eo ket mui ar memez sonenn. Lakaet eo diaez ar gouarnamant gant niver an dud heb lojeriz e-pad ur gouiañv kaled-braz. Embann a ra neuze e vo red d'an dud braz a-walc'h o lojerizoù leuskel ar re zidoenn da voned da chom gante lec'h ma vo plas. Oblijet d'an dud disklaeriañ o madoù ha degemer estrenion. Klasket e oa bet dija rannañ an amzer-labour. Un ide vad eo, mez evid he lakaad da c'hoari n'eo ket ken aez-se. Ar pezh a ziskouez ar film zo emzalc'h peb unan dirag an doere dic'hortoz-se : resev tud dianav en o saloñioù. Hag emzalc'hioù liessort a vez taolennet, tre evel m'ema an dud gant o soñjezonoù liessort. Ar pezh a zo kenteliuz zo gweled ar re a ra ar pezh a soñjent dija (mez perag gortoz diviz ar gouarnamant evid ober ?). Diouzh an tu arall ar re, daoust d'o soñjoù araokourion, daoust d'o speredoù "rannerion", lakaet diaez-braz gant ukaz ar galloud politikel. Aez eo prezeg, aez eo lâred eh omp evid an ingalded hag ar justis, mez pa vez goulennet ganimp ober ur jest talvouduz en em gavomp diaez : ne oamp ket 'med emgarourion touet, un tu ahanimp, an tu villañ, ne faote ket dimp henn gweled. Evel ma lavarer, douzh diaz ar vagoer e anaver ar masoner. Tud arall zo, bourc'hizion fier da voud pitaod, redïet ive da zegemer tud, tud louz meur a-wezh goude boud bet é kousked dindan ar pontoù pell amzer. Ar vourc'hizion-se, goude ur prantad a fulor braz, en em laosk da voned gant ar blijadur a gavont dre en em frotañ douzh ar bobl ive... Adal ma ouiont ne bado ket ar muzul-se, a zo just evid ar gouiañv. Goude tri miz e c'hellint adkavoud o lojerizoù evite o-hunan ! Fou ! aon hon eus bet ! Daoust d'e vankoù ema ar film unan a-vremañ, unan evid hon dazont. Komz a rin amañ ag "ur wirionez direnkuz", evel ma lâre Al Gore e film Davis Guggenheim bloazioù zo dija (2006). Mez sinoù zo memestra hag a laka ur liw teñwel un tamm war an dazont. Klevet em eus lâred e oa waet temperadurioù ar Pol Nord en tu-mañ da 0 derez, ar pezh a lakay ar pol tommoc'h eged broioù arall ag ar bed. E Moskou e rae glaw da Nedeleg, evid ar wezh kentañ, war am eus klevet. Ne welomp ket an traoù é chañch, mez moian zo kompren ar fenomen evel-mañ : pa lakaomp ur skornerez da ziskornañ, ar pezh a vez rekiz ober da beb an amzer, e krog ar c'hler a zo e-barzh da dapenniñ dousig. Goude pemzeg munut e tapenn buannoc'h ha goude un euriad pe ziw e tistag ar bloc'hoù kler hag e kouezhont trouzuz izelloc 'h. Pegoulz e tegouezho an traoù-se gant ar vorskorneg vraz er lein du-hont ? Meur a wezh e tistag ur bloc'h ken braz hag un departamant. Mez beteg bremañ n'omp ket gant an diloc'h braz c'hoazh. Kredabl e lakay an darvoud-se, pa zegouezho, ar morioù da chalañ fonnabl e-korf berrig amzer, hag ur yuc'h pobloù war an douar a gollo o douaroù hag o madoù ha ne c'hellint bevañ nemed dre achap ha moned lec'h ma vo plas. Lec'h ma vo plas, ya, mez evel ma ouiit ne chom ket kalz a lec'hioù dijabl war an douar, ha kentoc'h e soñj an dud hiziw a serriñ harzoù o broioù kentoc'h eged o digoriñ a-vraz. Hag un dra zo c'hoazh kousantiñ gweled estrenion en hon bro, mez e karterioù pell kentoc'h, e batimantoù pell, pa ne vez ket dindan ar pontoù. Mez o degemer edan hon toennoù, hopala!... Daw eo dimp en em soñjal en dra-se bremañ, rag a-hend-arall e vimp souezhet gant hon emzalc'hoù marse, pa vimp war an tomm, war an taol pe war an tarzh. Jean-Claude Le Ruyet.20160114c.153E.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio