Enkadenn a zo gant ar c'haol fleur
Skoet eo ar broduerien kaol fleur gant un enkadenn adarre. An amzer re glouar e fin ar bloaz 'ni 'zo kaoz. Neuze 'zo en em gavet re a legumaj war ra marc'had war un dro. Prenet marc'hadmat spontus ar penn kaol-fleur: diskennet eo bet ar priz betek 25 santim. Peizanted 'zo a glask produiñ legumaj met mod all. En em denn mat 'ra Alan Tomin, staliet 'bar Roc'h-Morvan 'kichen Landerne, abaoe un nebeut bloavezhioù, 'kichen ar broduerien voutin. War un atant bio 'zo gounezet legumaj a bep seurt gantañ. Selaouomp anezhañ, emañ gant Erwan Blanchard.