Dibabet eo Paolo Kalvez da gemer perzh en abadenn "L'amour est dans le pré"
Dibabet eo Paolo Kalvez da gemer perzh en abadenn "L'amour est dans le pré" 'zo skignet war M6. Saver kezeg eo e Landunvez e hanternoz Bro-Leon ha war un dro e tegemer kalzig a dud, en o zouez bugale ampechet pe gant diaesterioù. 'Benn an 18 a viz Genver 'vo skignet poltred Paolo, 'vel 'vez graet anezhañ 'bar vro, war ar skinwell. Un abadenn da zegas c'hoant d'ar merc'hed skrivañ dezhañ ha lakaat Paol da dibab un nebeut anezho da dremen ur speed dating. Peseurt mod eo en em gavet Paol Kalvez 'ba tro-gaer "L'amour est dans le pré"? Selaouomp anezhañ ouzh mikro Erwan Blanchard.