àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Demain

Demain

SIN-20160101-DEMAIN.docx DEMAIN Un teulfilm sevenet gant : Cyril Dion & Mélanie Laurent (2015). Gant : tud a-beb sort (Pierre Rhabi, Vandana Shiva...) (1e58). Àrc'hoazh ! Klevet em boa lâred e oa ag an dibab bevañ "amañ-bremañ", ha n'eo ket leuskel hon soñjoù nijal e kamdroiennoù an amzer dremenet, pe moned war hentoù diasur-groñs an amzer da zoned. Da lâred eo bevañ hiziw, er lec'h fasibl etre dec'h hag àrc'hoazh, just a-walc'h. Ma zad, na oa ket ur prederour a-vicher, en doa lâret an dra-se din, hag a-benn ar fin e oa tostoc'h eged ma kreden douzh speredoù uhellañ ar bed. N'eus nemed an amzer-vremañ he deus ur realded wirion, a-benn ar fin. N'eo ket red ober tro ar bed evid her c'hompren. N'hellomp ket chañch an amzer dremenet, ema an istor er-maez ag hon galloud (nemed trafikañ ar prouennoù, ar pezh a vez graet ive gant lod). Mez evid an amzer-da-zoned n'eo ket ur sort : moian zo dimp prientiñ anezhi, hag evid-se en em soñjal er jestoù hag en oberoù a raomp hiziw, amañ-bremañ, peb unan ahanimp. Setu perag e rankomp en em soñjal a-zivoud an deizioù da zoned, a-zivoud ar livioù a garehemp roiñ dezhe. Ha hiziw ober ar pezh a zo red evid tizhoud ar pal-se, evid gelliñ kouvïañ an deizioù nad int ket ganet c'hoazh da zoned d'o zro, ha gwisket gant o abidoù kàerrañ, d'ar fest hon eus c'hoant da sevel. Setu aze propoz ar film. P'hor boa en em droet douzh an ekologiezh, daou-ugent vloaz so, ne oamp nemed ur dornad, é voned da glask bara Le Maire e Landevan, karot bio e Plouhineg, kaol bio e Gwennrann. Doned a rae karot ha kaol d'ar ger ganimp en-dro, gant o gwriziad douareg c'hoazh, evid ma vehe bet posubl dimp o adplantiñ en hon jardinoù hag o gouarn pellikoc'h. Avaloù a yaemp da glask ti un den kozh e-kostez Roazon. Foll e oamp evel-just, rag ne oa ket war-droad e yaemp d'an tachadoù-se, pa veze red dimp distroiñ d'ar gêr gant otoiadoù magadur ponner. Drollig e tiskoueze boud lod ag an dud-se, hag o doa divizet chom heb tretiñ o douaroù hag o eostoù, an dud tro-dro dezhe éc'h ober goap anezhe. Mez daoust da-se e oant sur boud war an hent mad, ha ni gante war an hent-se. Ne gomzin ket deoc'h ag ar CO2 produet ganimp evid debriñ bio neuze ha bevañ hon bugale. Mez an argant a raemp d'an dud-se hag e oa bet dihunet o speredoù kalz e-raog re an dud ordinel, an argant-se ne yae ket na da vMonsanto na d'ar re a rastelle muioc'h eged ma oa rekiz dezhe dre ampouezoniñ an douar. Hiziw e c'hellomp gweled an hent graet gant hon kevredigezh, pa vez gwelet stalioù ha kenwerzhoù bio e peb karter ag hon kêrioù. Nawazh, soursial douzh ar magadur, daoust pegen pouezuz e c'hell boud, n'eo ket mui trawalc'h hiziw, ne spir ket mui. Red eo moned pelloc'h, red e vehe aloubiñ tachenn ar politik evid kavoud kannaded prest da sevel politikerezhioù kaloneg ha war an hirdermen. Evid-se e rank d'ar pobloù krogiñ a-vraz en afer. N'omp ket ganti c'hoazh. Re a dud c'hoazh ne ziwallont ket trawalc'h douzh kalite ar boued, douzh difenn an endro, douzh ar mod d'ober gant nebeutoc'h a energiezh, nebeutoc'h a c'hrem. Nebeutoc'h a remedoù kimieg ive, nebeutoc'h a broduioù a beb sort ne c'hell ket an douar o lonkiñ diefed. Neuze e chom labour d'ober. Setu just a-walc'h, gant ar film -mañ, ur yuc'h tud ha na chomont ket da c'hortoz ma kouezho an oabl war o fennoù. Kroget o deus e-barzh, klasket o deus penaoz bevañ en ur mod dishañval, ha kavet o deus traoù aez d'ar re arall tennañ korvo anezhe mar karont. Ur bern disoc'hoù zo é roulad dija, ha dre ar bed a-bezh. N'eo ket ar Frañsizion hebkén a gav hag a gennig diskloumoù. En Europ a-bezh e verw empennoù an dud evid toullañ hentoù nevez : en Izland, er Finland. Hag en Afrik ive, e Bro-India, en Amerik, ha m'oar-me c'hoazh e klask hag e kav an dud traoù efeduz ha marc'hadmad zokén, pa ne vez ket digoust pe dost. Ur film digor war an dazont eo, kenteliuz-braz, hag a gouvia an dud da zoned da fest an douar nevez. A-benn àrc'hoazh. Ha n'eo ket pell àrc'hoazh. Ha gwriziad àrc'hoazh, d'an nebeutañ, zo ganimp dija... Jean-Claude Le Ruyet.20151228c.152E.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio