Gouel Taol Kurun e Bro Kemperle a-benn ar sizhun a zeu
Emañ gouel Taol Kurun o tostaat er Bro Kemperle, met er bloaz-mañ e vo berroc'h ha fonnusoc'h ar festival. An nerzh krouiñ a vo lakaet war-wel en dro-mañ gant abadennoù liesseurt hag evit an holl, bras ha bihan. Deomp da c'houzout hiroc'h war Taol Kurun gant Lenig Duigou deus Ti ar Vro Bro Kemperle.