Pesked 'zo bet gwerzhet da geñver an Nedeleg 'ba Pondi!
Emañ gouelioù fin ar bloaz ur prantad a-bouez evit ar besketourien hag ar re a werzha pesked. Emañ stal Yann Kerebel staliet 'ba parrez Pluniav, 'ba Morbihan. Dont a ra ingal d'ar Biocoop e Pondi iwez. Ne werzha ket ken met pesked ha frouezh mor dastumet en ur mod dalc'hapl. Penaos eo bet tremenet ar gouelioù get Soizig, e wreg en deus labouret gantañ da geñver ar gouelioù. Emañ ouzh mikro Yaelle ar Mouel.