Un delwenn enep ar sklaverezh get Max Relouza.
Just araok ar vakañsoù 'oa degemeret gant skolaj Diwan er Relecq Max Relouza, un den a orin eus enez Vartinik, da ginnig e stourm 'vit lakaat war wel ar sklaverezh en amzer dremenet hag en amzer a-vremañ. Savet 'oa gant Max un delwenn 'bar vilin wenn 'ba Brest 'vit derc'hel soñj eus an holl dud 'zo lakaet da sklaved. Skolajidi gant o zud 'noant kemeret perzh 'ban abadenn igoriñ e miz Mae tremenet ha roet ur chekenn d'ar gevredigezh "Mémoires des esclavages". Tro 'oa da vMax dont da welout ar skolajidi, neuze. Selaouomp Bleiz Donval ha Naïg Rustig 'zo e pevare klas. Gant Erwan Blanchard.