Henoazh e vo lidet Nedeleg
Gortaet eo ar gouel-mañ get ar gristenion er bed a-bezh ker e vez lidet ganedigezh ar mabig Jezus. Ba ur bern lec'hioù e vo an digarez iwez da ganiñ kanennoù noel e brezhoneg. ha Meur a overenn e brezhoneg a vo da lidiñ an darvoud. E Treflevenez, Mousteruz e-tal Gwengamp, Planwour pe Pondi. Gouiamp hiroch get Jorj Belz en deus graet àr-dro an overenn hag a vo da 8e e Iliz Itron Varia ar Joa e Pondi. Emañ douzh mikro Yaelle ar Mouel.