Nedeleg : un dibab levrioù get ar stal Dialogues.
Niverus e vez al levrioù e traoñ ar sapin bep bloaz da vare Nedeleg. Er bloaz-mañ adarre 'zo dibab, evit ar re vras koulz hag ar re vihan. Deomp da c'houzout petra 'blij d'an dud evit ar bloaz-mañ, asambles gant Nadège Le Roy hag a labour e stal levrioù Dialogue e Montroulez. Ha da gentañ, hag e oar an dud petra prenañ ?