àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pondi : 200 a dud en dolpadenn enep ar faskouriezh.

Pondi : 200 a dud en dolpadenn enep ar faskouriezh.

Disadorn 'oa bet manifestet e Pondi a-enep d'an tu-dehoù pellañ. A-enep d'an tu-dehoù pellañ 'oa bet galvet da vanifestiñ bepred, a-enep d'ar stad a urjañs, ar stad a zifrae, 'oa ivez, war-lerc'h ma oa bet difennet ar vanifestadeg gant prefed ar morbihan dimeurzh. Ur respont 'ni 'oa d'ar vodadeg gant ar stroll politikel breton Adsav, tu-dehoù pellañ, bet d'ar 14 a viz Du. An deiz war-lerc'h ar gwalldaolioù e Pariz end-eeun. Ar goulenn nac'h aotre da vanifestiñ 'oa deut a-berzh an UCIAP, kevredigezh ar goñversanted, aozet ganti marc'had an Nedeleg e kreiz kêr Pondi. Aon 'oa na vefe savet trubuilh, etre strolladoù tud 'enep. Raktal war-lerc'h an difenn gant ar prefed 'devoa embannet an aozerien derc'hel ganti. Ha daou devezh goude 'oa bet keloù kontrol. 'Benn fin 'oa bet, hiniennoù graet gante o soñj d'en em vodañ daoust da bep tra. Bihanoc'h an dud evit na oa bet soñjet da gentañ 'vat, sur deoc'h, klouaraet anezhe gant ar prefed. Reportaj war blas gant Tudual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio