àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5eur30

Keleier 5eur30

@@@Landivizio dibabet evit degemer ar greizenn-gaz@@@ Landivizio zo bet dibabet evit degemer ar greizenn evit produiñ tredan gant gaz. Eric Besson, ministr an industriezh hag an energiezh, en deus embannet an diviz-se e penn kentañ an abardevezh, e Pariz Selaouit Peggy Bihan, ezel ar gevredigezh Gaspare, a zo a-enep ar raktres-se. N'eo ket souezhet gant dibab ar ministr @@@Manifestadegoù a-enep an strizhentez@@@ Hiziv 'oa galv da vanifestiñ dre-holl e Frañs hag en Europa zo kaeroc'h, a-enep d'ar strizhentez. Gant kevredad european ar sindikajoù 'oa galvet d'en em vodañ, adkaset ar galv gant ar CFDT, ar Cgt, FSU, hag an UNSA. E Breizh 'oa savet manifestadegoù e pemzek kêr. Bet eo Tudual Karluer e Lannuon, ma oa war-dro da dri c'hant ha hanter kant a dud @@@Ober wàr-dro al lousteri e bro an Alre@@@ Setu tem ar brezegenn vo savet d'ar 1añ a viz meurzh gant ar gevredigezh « Dour ha Sterioù Breizh ». Lakaet e vo ar gaoz war ar luduiñ, war ar « redevance incitative » gant François Hervieux, kuzulier kanton Kistrebrezh, lec'h maz eo bet lakaet e plas warlané. Jean-Paul Runigo a gemera perzh er gevredigezh. Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio